Niver puilh

E matematik e vez graet niver puilh eus an niveroù anterin n a-seurt gant σ(n) > 2n, e lec'h m'eo σ ar fonksion a ro sammad rannerioù n, n en o zouez. An talvoud σ(n) - 2n a vez graet puilhentez n anezhañ.

Degaset e oa bet an niveroù puilh gant Nicomachus en Introductio Arithmetica. Ober a rae anezho niveroù dreistpuilh ha goulenn a rae e vefe σ(n) > n hepken.

An niveroù puilh kentañ eo : 12, 18, 20, 24, 30, 36, ... hag an niver puilh ampar kentañ eo 945.

An niveroù dezho ur builhentez null eo an niveroù peurvat, hag an niveroù dezho ur builhentez negativel strizh eo an niveroù diouerus


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne